D’an 9 a viz mae e Bouez, ur gêr vihan eus Liger-Atlantel, e oa ur bugel a 6 vloaz oc’h ober kwad (!) e-kichen ar skate-park. Evel just n’eo ket ar c’hwad ur c’hoariell evit ur bugel ken yaouank. Hag ouzhpenn-se e vefe gellet bezañ dañjerus evit ar re all. Kelaouet e oa bet ar maer Freddy Hervochon hag a oa o pourmen an deiz-se gant e wreg en ur park nepell ac’hann eus ar afer gant tud ar gumun. Degouezhout a reas kerkent er skate-park hag e c’houlennas gant tad ar bugel, un Termaji o chom e lec’h degemer ar gantreorien eus ar gumun, da vezañ mestr war e vugel.
« Tu sais pas à qui t’as affaire… T’es mort ! » a huchas an Termaji (e galleg) ouzh ar maer hervez ar gazetenn lec’hiel Le Courrier du Pays de Retz. Sevel a reas klemm ar maer ha d’al lun 07 a viz here e oa barnet an afer dirak lez-varn Sant-Nazer.
Kondaonet eo bet an den en e dregont vloaz d’ur c’hastiz a 1000€ gant goursez. Mui 500€ da reiñ d’ar maer evit bezañ bet graet gaou dezhañ mui 800€ evit e frejoù breutaer.
Ha graet e vo e veg dezhañ da vat gant ken nebeut d’ho soñj ?
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine