Hiviziken e vo kameraioù Go Pro gant ar boliserien gêr eus Ankiniz evit filmañ o emelloù.
Pevar poliser-kêr a zo e Ankiniz hag ar re-se o do ur c’hamera staget ouzh o brenidenn a-benn nebeut. Talvezout a raio ar videoioù da brouennoù e kenkaz ma vefe tabuterezh war tra-mañ-tra gant an dud kontrolet. 7500€ a gousto ar c’hameriaoù-mañ d’an teñzor kêr.
Hag emañ an ti-kêr en aviz reiñ pistolennoù tredan d’ar boliserien. Hervez Gilles Rambault, e karg eus ar surentez er c’huzul, e vez stenoc’h-stenañ an traoù gant tud zo, ha pa vefe evit ur c’harr-tan parket a-dreuz. N’hall ket mui an boliserien ober o labour hep bezañ gwarezet gant un arm bennak bremañ.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine