Kozh eo an afer (etre miz du 2015 ha miz c’hwevrer 2016) met barnet eo bet memestra….ha pa ne oar ket ar justis pelec’h emañ reuzidi zo !
E Kêr gKorto, straed ar C’hôte d’Amour e Sant-Nazer, e oa anavezet an tri c’hwilh evel ar bleiz. Laerañ traoù, arc’hant, tagañ an dud, isal o chas war paourkaezh tud dindan spont, skwatañ ranndioù, lakaat taolioù kontell diwar abegoù dister, hir eo listenn o zorfedoù !
Dindan boeson e vezent atav hag int hir-meurbet o roll lez-varn d’ar mare-se dija. Bremañ emañ hiroc’h c’hoazh ! Forzh penaos n’eo ket deuet unan eus an triad d’ar prosez. Pelec’h emañ ? Ne oar ket ar justis… Unan all a zo dija en toull-bac’h evit un afer-all hag an hini diwezhañ a oa e-unan war bank ar re damallet d’ar meurzh 10 a viz gwengolo.
Ur gwir « gaïda » o doa savet er rezidañs. « O » savadur e oa deuet da vezañ, ar pezh a vez gwelet e meur a savadur ha siteoù eus ar Frañs a-vremañ ‘m eus aon. Disammet eo bet an dud all pa’z int bet serret ha kaset d’ul lojeiz-all.
A-benn ar fin eo bet kondaonet an hini a oa deuet frank d’ar prosez da 18 mizvezh toull-bac’h (10 anezho gant goursez) ar pezh en deus graet dija. An hini a zo en harlu an diaoul oar pelec’h en deus bet 12 mizvezh hep goursez. Hag an hini toullbac’het a vo barnet e 2025 a-benn ar fin.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine