Petra a zo c’hoarvezet da Aurillac, kêrbenn ar C’hantal, kêr sioul ma oa unan betek-henn ?
Etre an 11 hag an 12 viz gwengolo e voe savetaet ar c’hreiz-kêr gant ar bomperien : Tan a zo bet lakaet d’ur boubelenn straed ar C’harme tro 2e mintin. Ya met buan e krogas an tan e voest gaz a oa just e-kichen ha partiet an tan enni rak ar gaz a fuie mort ! Hir ar flamennoù ha tan e pep lec’h, betek lakaat gwerenn-stal ur c’hoñvers da darzhañ !
17 pomper o doa stourmet a-enep an tan-mañ war var o buhez.
Met e-keit-se e oa tan o kregiñ e lec’hioù all eus ar gêr ! Plasenn ar skwar, straed Marie Maurel, … Ha bewech e tleas ar bomperien mont da vougañ anezho e-keit ma oa an ifern c’hoazh straed ar C’harme !
Daou zen a zo bet serret gant ar boliserien o lakaat tan e poubelennoù. Peseurt doare tud ? N’eo ket bet rezisaet…
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Cantal : Nozvezh ifern e Aurillac !”
Orlhac eo an anv oksitan.