Da vare foar Bere e c’hoarvezhas an traoù daou vloaz zo : ur paotr yaouank a 22 vloaz en doa droc’het gorzailhenn ur paotr yaouank all. Ha perak ? Evit un afer a « sell rous » c’hoarvezhet un tamm a-raok.
War parkva ar McDo e oa tud an afer-mañ d’an 10 a viz gwengolo 2022. Ar paotr kontellet en doa toket ouzh prenestr karr-tan paotr-e-gontell. C’hoant en doa komz gantañ evit ur « sell a-dreuz » bet graet outañ div sizhun a-raok. Ha partiet ar jeu etrezo ! Ur gontell a oa gant paotr ar c’harr-tan hag e skoas ouzh e enebour. Ur gleizenn a 25cm en deus bremañ war e c’horzailhenn evelkent !
Ha pa klaskas tec’hout kuit e strebotas hag e pakas un eil taol kontell hag eñ astennet war al leur.
Goude-se e tistroas paotr-e-gontell d’ar gêr gant mignoned dezhañ « pennoù drammoù anezho » hervezañ, evit ober un « debrief ».
Met nebaon tudoù, paotr-e-gontell a zo « peoc’hour » hervezañ. Fin, setu ar pezh a lavar dirak al lez-varn atav. Padal, hemañ hag e vignoned o oa « dindan boeson » an deiz-mañ hervez un test hag a oa er McDo.
A-benn ar fin eo bet kondaonet paotr-e-gontell da 18 mizvezh toull-bac’h gant goursez. Muioc’h eget ar pezh en doa goulennet ar prokulor.
Met kalz nebeutoc’h eget ar pezh en defe roet ur juri ar bobl bennak, ‘m eus aon.
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine