Setu un « darvoud liesseurt » ha ne vo ket klevet anv anezhañ gant ar feministed ‘m eus aon : ur gwaz a oa bet kontellet gant e eks e kreiz-kêr Sant-Nazer e miz genver 2024 ha d’an 10 a viz gwengolo, e oa ar vaouez-mañ dirak ar justis. Evel just e klaskas kendrec’hiñ ar boliserien hag av varnerien e veze « skoet ingal gant he gwaz » hag e oa an deiz-se ur « gwallzarvoud » ha netra ken. Ha forzh penaos en doa klasket ar paotr « gwallañ anezhi » ha setu perak e tleas « en em zifenn ».
Met e Sant-Nazer eo anavezet hi evel ar bleiz. N’eus ket brud vat ganti. Meur a wech zo bet gwelet anezhi oc’h ober forzh petra tra ma vez kalz siouloc’h he hini kozh. Mui ar boeson hag an drogach… mui an 19 menneg war he roll lez-varn ! Mui ar prantadoù en ospital psy, mui he faotr a 12 vloaz fiziet d’ur familh degemer, mui un bern traoù all.
Hag e-pad he frosez d’an 10 a viz gwengolo ne glaskas ket gwelaat he skeudenn : kunujennet he deus ar prokulor hag huchet war ar justis (« ar justis, kac’haat a ran warni »).
A-benn ar fin e voe kondaonet da 3 bloavezh toull-bac’h mui unan gant goursez.
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine