Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Sant-Nazer : toull-bac’het e miz eost evit bezañ kemeret perzh en ur afer grevus e c’houlenn bezañ leusket da vont

Karter ar Bouletterie a zo e kreiz an afer-mañ. Ar Bouletterie, ur c’harter “poblek” sañset deuet da vezañ un “enklozadenn”. Peseurt enklozadenn ? Oc’h “enklazañ” peseurt seurt poblañs ? Deoc’h d’ober ho soñj, lennerien kaer…

D’an 12 a viz eost 2023 en doa tarzhet un embiladeg en un toull-noz eus Gwenrann. Unan eus ar re o doa kemeret perzh enni a oa be skrapet o tont er-maez eus ar “voest” gant pevar c’hwilh. Er c’harr-tan e oa bet skoet gantañ. Ha gwasoc’h c’hoazh en ur ranndi eus karter ar Bouletterie ma oa bet kaset da c’houde. Noazh e oa bet lakaet ha merzheriet.

Met n’eo ket en toull-nozh e oa bet savet an diemglev etre ar paotr jahinet hag e skraperien, kalz kosoc’h e oa an traoù. Ur fuzuilhadeg a oa bet kentrezo bloavezhioù a-raok dija.

A-benn ar fin e oa bet kavet ar paotr skrapet war ur c’hroasent-tro eus Sant-Nazer, nepell eus an ospital. Fall e jeu met bev c’hoazh !

Dre forzh selaou pellgomzadennoù hailhoned eus Sant-Nazer e kavas ar boliserien penn an neudenn. Ha lañset un “diskenn” evit lakaat an dorn war un den diskred warnañ da vezañ kemeret perzh e afer Gwenrann. Pa oa degouezhet ar polis e kreiz miz eost eus ar bloaz-mañ en doa torret ar susped dor un amezeg ha kuzhet dindan e wele ! Met kavet e oa bet memestra.

Dan 30 a viz eost, hep an disterañ mezh gantañ, e c’houlennas bezañ leusket da vont gant lez-varn Sant-Nazer !

Eüruzamant ne plegas ket ar varnerien hag e chomo en toull-bac’h rak aon o deus e “skampfe kuit” an den kerkent ha dibrizonet. En ur vro all en tu-all d’ar mor kreizdouarel da skouer ?

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Guérande, Local, Patrimoine

Gwenrann : kroez ar Miroù laeret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : 14vet taol polis en Trebal abaoe miz gouere a-enep an dramm, un trafikour parizian serret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : “N’eo ket me, n’eo ket me, n’em eus graet netra”, an Aljerian dindan OQTF kondaonet memestra

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Donez (44) : ar bomperien a zeu d’e sikour, dentañ ha kunujenniñ a ra anezho !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, NANTES, Patrimoine, ST-NAZAIRE

Naoned : ar Maillé-Brézé zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Environnement, Insolite, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : 6000 gwezenn plantet war ur fraost industriel kozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : tri zrafikour louzoù dibaper kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, Justice, Local, Société

Gwenrann : ar c’hlasker-bara yaouank kondaonet a gunuj e varner

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Politique, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ur voskeen he deus galvet e fideled da votiñ “evit gwellañ mat deomp”

Découvrir l'article

Animaux, Local, ST-NAZAIRE, Vidéo

Dolfined el Liger ! [Video]

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky