Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Kerravaot (44) : trafikañ dramm ha rodeoioù er city stad !

Gwasoc’h-gwashañ an traoù : e Kerravaot (La Rémaudière e galleg), e Bro Gwiniegi Naoned, zo bet kaset ur gemenadenn war ar rouedadoù sokial gant an ti-kêr. Hervezañ e vefe deuet ar City Stade “ul lec’h dilezenn”.

Dramm a vez trafiket ha rodeoioù skooter ha moto a zo hervez an ti-kêr ken n’hall ket mui an amezeien anduriñ ar re yaouank eus ar gumun pe eus an diavaez hag a zo amañ noz-deiz.

Etre 14 ha 16 vloaz o deus ar yaouankizoù-mañ hervez ar vaerez ha privatizaet o doa al lec’h. N’o deus ket droad bugale ar c’harter mont da c’hoari er city stad ken memes !

D’an 23 a viz eost zo diskennet an archerien ha notet an anvioù ganto. An holl reoù yaouank-mañ a vo galvet gant o zud gant ar vaerez en ti-kêr.

A-hend-all e vo divontet al logell a dalveze da benngarter d’al lamponed ha staliet klouidi hag ur c’hamera eveshaat. Arc’hant publik dispignet c’hoazh hag adarre evit un dornad a frioù lous !

Marteze o c’hellfe tud zo kaout ur sell war o c’hrouedurioù e-lec’h o leskel kantreal noz-deiz er straedoù ?

Crédit photo : tapadenn skramm pajenn Facebook ti-kêr Kerravaot
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky