Un nebeut devezhioù goude afer Mougins ma nac’has ur C’hapverdian sujañ d’un archer, archer a vo lazhet gantañ a-benn ar fin, en dije gellet treiñ da fall ar memes seurt afer e Roazhon : D’an 29 a viz eost e voe kelaouet skipailhoù poliserien Roazhon e oa bet diheiaet ur walc’herezh kirri e Gwern, ur gumun eus Bro-Roazhon. Ha klask ‘oa war un den diskred warnañ.
Goude bezañ laeret ha diheiaet ar walc’herezh e oa an den o plantañ tizh war an hent war-du Roazhon. Just a-raok Roazhon e klaskas ar BAC lakaat an dorn warnañ met e nac’has ar paotr sujañ. Diouzhtu-dak en em lakaat ar reas ar boliserien war e lerc’h. D’ar Blosne en doa c’hoant mont an torfedour,pezh a ro keloù war e « brofil »… Er Blosne justawalc’h e oa ur strollad poliserien-all o c’hortoz ar paotr a-dreñv ur stop-stick a-dreuz an hent. Met n’eo ket evit kelo-se e chomas a-sav paotr e garr-tan. Fardiñ a reas war ar boliserien ha tremen a reas e-biou ar stop-stick ! Ur poliser en deus bet tomm d’e lêr kar en defe gellet bezañ flastret gant ar chofar.
Kendalc’h a reas an torfedour gant e hent betek straed Anjev. Met gwelet a reas buan e oa war e dalaroù. Leskel a reas ar c’harr-tan war an hent ha skampañ kuit. En aner, paket e voe gant ur poliser un tamm pelloc’h.
Burzhud eo n’eus ket bet lazhet den ebet an deiz-mañ !
Photo d’illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine