An Trebal atav hag adarre ! E Sant-Nazer e anav an holl ar c’harter-mañ deuet da vezañ « kêrdramm » e-korf un nebeut bloavezhioù. Dav eo lavaret n’eus ket mui bretoned o chom en Trebal bremañ, « poblañsoù all » ne lavaran ket.
Er c’harter-mañ, d’ar 16 a viz eost, e oa ar boliserien o rodal evit ar 14vet gwech abaoe miz penn-kentañ miz gouere. C’hoant ganto terriñ an trafikañ dramm, atahinañ an drafikerien, betek o skarzhañ eus an Trebal un deiz bennak. Pa vo ur gwir bolontez bolitikel.
An deiz-se, bepred, o deus serret un den eus Evry, e banlev parizian, o trafikañ gant un den all. Un ugent bennak a pratiked a oa o c’hortoz o dozenn memestra hag an daou ganfard a rae o micher !
Dirak lez-varn Sant-Nazer ez a ar Parizian ‘barzh blev kriz : « N’en deus ket gounezet an arc’hant a oa en e loueroù gant an trafikañ dramm », hervezañ. Forzh penaos « e vev gant 1000€ bep miz ». Hag ar c’hanab hag ar boultrenn wenn a oa gantañ ?
Klasket en deus e vreutaer arguzenniñ evit ma vefe ket kaset d’an toull-bac’h met daou venneg evit trafikañ dramm a oa war e roll lez-varn, n’eur ket sur eus e identelezh (gall a vroadelezh eo ?),… e oa re bounner e sac’h. A-benn ar fin eo bet kondaonet da c’hwec’h mizvezh toull-bac’h.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine