D’ar 15 a viz eost e vo staliet un delwenn ouzhpenn e Breizh… met n’eo ket e Traoñienn ar Sent e Karnoed, e iliz Lanseeg ne lavaran ket. Delwenn Sant-Cieu an hini eo a vo staliet en iliz-mañ a-raok ma c’hellfe bezañ staliet he c’hoar, unan kalz brasoc’h, e Karnoed un deiz bennak.
E Lanseeg, e bro Sant-Maloù e voe souezhet ur vaouez, Martine André, o welet ne oa ket un delwenn eus Sant Seog (Lanseeg= Lann + Seoc, ur sant eus Kerne-Veur arruet er vro e fin ar VIvet kantved) e iliz ar bourk. Hag hi o chom en un ti anvet « Puñs Seoc » !
E-pad 6 vloaz e aozas foaroù trokata ha traoù seurt-se evit rastellat arc’hant evit lakaat d’ober un delwenn eus Sant Seog. 18 000€ a goust ar monumant en holl memestra ! Pell ‘mañ Yann eus e gazeg c’hoazh rak evit poent n’eus ket nemet 3500€ er c’hef.
Da c’hortoz, ez eus bet urzhiet un delwennig gant Martine André. An arzourez Beatrix Dagorn an hini eo a zo bet karget da gizelat an delwenn.
D’ar 15 a viz eost, deiz Maria, e vo beniget delwenn Sant Seog gant person Lanseeg. Un overenn er-maez a vo dirak milin Buglais. Un digarez e vo evit lakaat an dud da reiñ o skod evit ma vefe klotaet ar yalc’had evit sevel « eben », ar c’hoar vras, hini Traoñienn ar Sent.
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Ha delwenn Sant Seog a vo e Traoñienn ar Sent ?”
Ur skouer mat evit hennadelezh kristen Breizh. Gourc’hemennoù d’ar vaouez pennek-mañ !