Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Sant-Nazer : “N’eo ket me, n’eo ket me, n’em eus graet netra”, an Aljerian dindan OQTF kondaonet memestra

Dirak al lez-varn e leñv ar paotr. Nac’hañ a ra, par ma c’hell. Ha padal ez eus prouennoù dirak fri ar barner, met ne vern, nac’hañ a ra an Aljerian. “N’eo ket me !”

E Happy Cash Sant-Nazer e krogas an afer. En adwerzher anavezet mat-mañ e welas ur sonour… an binvioù sonerezh a oa bet laeret dezhañ un nebeut devezhioù a-raok ! Mont a reas da welet ar gwerzher hag a ziskouezhas dezhañ paper-anv an hini en doa degaset anezho er stal. N’eo voe ket diaes evit ar boliserien lakaat an dorn warnañ goude-se.

Met ne oa ket echu an afer. Etre ar c’hentañ hag an eizh a viz gouere e oa bet laeroñsioù e Sant-Nazer. Ha bewech e oa bet gwelet an Aljerian gant tud a oa war al lec’h, pe adkavet e oa bet gantañ euroioù eus Bro-Bologn, kartenn bank ur plac’h laeret, alc’hwezioù ur ranndi “gweladennet”. Met ne vern, bewech “n’en deus netra da wel en aferioù-se”.

E vignonez a lavar memestra he deus gwelet tra-mañ-tra er skwat m’emaint o chom. Un deiz, hervezi, en defe troket un urzhiataer laeret ouzh un dozenn kokain memes. Met dirak al lez-varn e kendalc’h da nac’hañ…

Ha perak e lavar un anv faos d’ar boliserien a-wechoù ? Peogwir emañ dindan OQTF hag aon en deus bezañ “advroet” d’an Aljeri.

E vreutaerez a reklem “un eil chañs” evit he fratik. Un eil chañs ? Met petra en deus graet ar wech kentañ evit bezañ dindan OQTF ?

A-benn ar fin eo bet kondaonet da zaouzek mizvezh toull-bac’h mui pemp bloaz en e “varadoz” (an Aljeri).

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Sant-Nazer : “N’eo ket me, n’eo ket me, n’em eus graet netra”, an Aljerian dindan OQTF kondaonet memestra”

  1. Patrick Yves GIRARD dit :

    Dresit evid ur wezh eo bet kondaõnet unan eus ar re se.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Dol de Bretagne, E brezhoneg, Justice, Local, Société

“Serge eus Paris”, trafikour dramm a vicher, a sko gant ur vaouez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sociétal, Société, VANNES

Gwened : ar vaouez oe un trafikourez dramm !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, QUIMPER

Ya d’ar brezhoneg : daou embregerezh kehentiñ eus Kemper o deus sinet ar garta !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Donez (44) : ar bomperien a zeu d’e sikour, dentañ ha kunujenniñ a ra anezho !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, NANTES, Patrimoine, ST-NAZAIRE

Naoned : ar Maillé-Brézé zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société, Sport

Lid-digeriñ ar C’hoarioù Olimpek : degemer mat en LGBTAfrikistan ! Degemer mat d’ar “Grand Remplacement” kool !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Lamballe, Local, Société

Lambal (Penteür) : un trede klas divyezhek brezhoneg-galleg a-benn an distro-skol

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Locminé, Société

Mourieg (56) : 56 kamera a-benn an dilost-hañv !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES

43 stal laeret e Breizh, c’hwec’h rouman serret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : un Aljerian diskred warnañ bezañ bac’het e wreg hag e vugale ha skoet ganto e-pad bloavezhioù

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky