Estroc’h aveit ar baotred a werzh dramm. ‘ba Gwened, d’ar 5 a viz eost, ema sachet evezh ar bolisourion. Div vaouez a zo é treiñ hag é tistreiñ ‘ba kêr. Unan anezhe zo anavezet mat get ar bolisourion. Ur penn dramm eo ! Atav é klask àr-lerc’h he « dozenn » ! Ema get ur vaouez arall ‘ban oto. O serriñ a reont ha kavet a reont gete sac’hadigoù kokain. Ur bouchad ! Mui ostilhoù aveit en em bikiñ. Doc’htu e soñj ar bolisourion emaint é werzhiñ dramm ‘ba Gwened. E Baod, ‘ba ti unan anezhe vo kavet louzoù dramm, ur bouchad amañ ivez ! Muioc’h aveit 1,5kg !
Reve ar merc’hied n’eo ket deoc’h an dramm-mañ, servij a reont da vagerezed aveit ur c’homper arall. ‘Ba Gwennin emañ eñ é chom. Mont a ra ar bolisourion d’e gaout hag anzav a ra. Ya, gwir eo, roet en deus argant d’an div verc’h aveit lakaat louzoù ‘ba o zi.
Hemañ vo barnet e miz meurzh. An div vaouez a zo tremenet a-zirak ar barner d’ar 7 a viz eost.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine