Peseurt doare laeron a c’hell laerañ stal ar Groaz Ruz ? Laeron « eus an tu-dehou pellañ » ? E Dinan eo mantret tud a youl vat eus ar Groaz Ruz rak laeret eo bet o stal e-kerz an dibenn-sizhun tremenet. Torret eo bet ar werenn-stal, ken ma zo bet graet un toull bras a-walc’h evit ma tremenfe un den. Ha pegement a zo aet gant al laeron ? A-boan 200€ ! Dav e vo d’ar Groaz Ruz paeañ kalz muioc’h evit cheñch ar werenn-stal bremañ.
War ar rouedadoù sokial e vez mantret an dud : « Emañ Dinan o cheñch » eme David. « Evel e pep lec’h » a respont dezhañ Cathy.
Er Rouantelezh-Unanet ivez o deus cheñchet kalz an traoù abaoe 50 vloaz…
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine