D’ar 26 a viz gouere, e kreiz an noz, setu galvet ar bomperien hag an archerien eus Donez, e bro Sant-Nazer. Un den a zo kouezhet diwar e velo war ribl an hent. Gwad e pep lec’h, marteze eo torret e glopenn. Dao d’an ospital ! Erruet d’an ospital e cheñch emzalc’h an den. Tagus e teu da vezañ. Kregiñ a ra da gunujenniñ ar bomperien hag an archerien, tufal a ra warno, klask a ra o dentañ, skeiñ a ra ganto par ma c’hell.
14 menneg a zo war e roll lez-varn. E toull-bac’h e oa c’hoazh e miz mae. Ur penn-boeson eo. Ur sapre labous a zo aze !
A-benn ar fin e vo roet louzoù sioulaus dezhañ. Un dek bennak a dud a zo rekis evit e vestroniañ memestra !
Kaset dirak lez-varn Sant-Nazer d’an 30 a viz gouere e klask ar paotr en em zigareziñ. « Abalamour d’ar boeson eo ! » Met n’eo ket bet piket kalon ar varnerien evit kelo-se : 15 mizvezh toull-bac’h a zo bet tapet gantañ mui traouigoù all !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine