“Best-of” ? Kendastumad ? Gant peseurt ger ober evit termeniñ al lid-digeriñ-mañ ? Rak ur c’hendastumad eo bet lid-digeriñ C’hoarioù Olimpek Paris. Kendastumad an holl ganaouennoù gall mitik ha, war un dro, kendastumad an holl follezhoù woke eus an amzer-vremañ.
Geo, prantadoù plijus ha fromus a zo bet. Juliette Armanet o kanañ “Imagine” ganti war an tamm bag ur soner o seniñ war ur piano tan ennañ, se oa fromus. Ar marc’h houarn (ha ne oa ket ur “velo”) o c’haloupat war ar Seine a oa un dra bamus ivez. Ar banniel olimpek degaset gant ur varc’hegez war varc’h ne oa ket fall, Céline Dion o kanañ an “Hymne à l’Amour” (hag e vefe bet gouest Nakamura d’ober kement-all ?) a oa burzhudus … Arabat pismigañ evit pismigañ.
Met a-raok ar sekañs-mañ e oa meurlarjez e Paris : Ar C’hoan Diwezhañ marmouzet gant ur plac’h (?) lart ha drag-queened tro-dro dezhi evit c’hoari Hor Salver hag an ebestel.
Hag ar memes drag-queened o tañsal war an tapis evel just evel ma vefe un dibunadeg dilhad woke. Paotred gwisket e merc’hed, un trouple o kregiñ gant ur c’hoari kof-kof. Penaos ober al lu gant glad Bro-C’hall !
Hag a-raok dibunadeg an euzhviled e oa Aya Nakamura hag he dañserezed du o “kanañ” Djadja e trefoedach hanter-galleg hanter-saozneg hanter-siteg gant ar Gward Republikan o seniñ tro-dro dezhi !
Gant ar vezh !!!
Evel just ez eus bet ur seurt prantad enor d’ar merc’hed veur eus istor Bro-C’hall e-kerz dibunadeg an dileuridi war vag. Ur redi eo bremañ ! Ar polis politik a oa oc’h evezhiañ ?
Met lavarit din : petra o deus soñjet tud eus ar broioù all o welet kement a vegoù du o skeudenniñ Bro-C’hall ? Ar ganerez he deus kanet ar Marseillaise, ar soudard en deus resevet ar banniel olimpek, Tony Parker, Nantenin Keïta, Allison Pinaut, Clarisse Agbenedou, Laura Flessel, Teddy Riner ha Marie-Joe Pérec o tougen ar flamenn ha kement a dud all c’hoazh….
Ur gwir sorc’henn eo ! Lakaat unan du evit Bro-C’hall. Biskoazh un Arab (geo ! Zidane ha Djamel Debbouze o deus bet ur rol er pardon. Met perak Djamel Debbouze ?), un Aziatek, nann. Begoù du e-leizh ne lavaran ket.
Ha pebezh simbol evit echuiñ : Charles Coste, ur c’hampion kozh-noe (100 vloaz) gwenn, gall a-orin, o reiñ ar flamenn da zaou sportour du ! Arouez ar “Grand Remplacement” joaius ! Ar “Grand Remplacement” kool. Arouez ar re wenn o vont da goll.
Hag ar “ganenn d’ar repuidi” war ar marc’had, ar repuidi menneget meur a wech e-kerz al lid. Ar repuidi a zo deuet da vezañ ar bleuñv eus an Douar ! Ha petra lavarout eus emzalc’h an dileuridi aljerian o chetal bleunioù er Seine evit lidañ ar 17 a viz here 1961. Biskoazh ! Hag e vint skarzhet eus Bro-C’hall gant Macron ?
Da c’hortoz n’eus ket bet na wall-daol islamek na wallzarvoud. Glav nemetken. Ha se n’eo ket fall dija !
Crédit photo : twitter
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Lid-digeriñ ar C’hoarioù Olimpek : degemer mat en LGBTAfrikistan ! Degemer mat d’ar “Grand Remplacement” kool !”
Gant digoradur C’hoarioù Olumpek Pariz 2024 ez eus bet gwelet e oa mennet da vezañ satanek an digoradur-se, hep mar na marteze. Emaomp eta gant dibenn an amzervezh kristen : diskouezet ez eus bet, e-touez traoù hudur all, niverus, ha d’ur miliard a dud, dibennadur ar rouanez diantek Marie-Antoinette gant forzh gwad o strinkañ dre holl ha war don kanaouenn an droc’herien-gouzoug “Ah ! ça ira, ça ira !”; graet ez eus bet goap ouzh an Eucharistiezh, kreizik-kreiz ar feiz katolik, gant treuzrevidi hag an hini a dreveze an Aotrou Krist a zouge seizh penn evel Loen Levr an Diskuliadur (Disk. 13, 13) ; gwelet ez eus bet ivez marc’heg an Diskuliadur (Disk. 6) hag al Leue aour…
A bep tu er bed ez eus bremañ kristenien hag un nebeut beleien hag eskibien a bed evit rapariñ ar blasfemoù ha greadoù disakr-se.