Iskis, ne oa kevredigezh gwregelour ebet da abadenn komparisañ Abdelatif d’an 19 a viz gouere e Roazhon.
Ha koulskoude e oa peadra da sevel o mouezh evit ar feministed : e-pad bloavezhioù en defe bac’het e wreg hag e vugale en e vro ha skoet ha palforset anezho par ma c’helle.
Un integrist e vefe, e wreg a zo gall met ne vern, rediet e vefe da vezañ mouchet penn-kil ha troad evel en Iran, dreist-holl da vare ar Ramadan. Skeiñ a rafe ganti ha droad en defe e vreur d’ober kement-all, palforsiñ a rafe anezhi ha skeiñ a rafe gant e bemp bugel. Memestra, droad en defe e vreur da skeiñ ganto pa oa an tad o labourat war ar chanteroù e Bro-C’hall.
An holl vugale a vefe ganet e Bro-C’hall, mod-se e c’hellfe “kaout arc’hant ar C’haf”, met ur wech ganet, ar meuriad az afe en Aljeria en-dro.
Abalamour d’an emglev etre Aljeria ha Bro-C’hall e vo barnet Abdelatif e Bro-C’hall evit tout ar pezh a zo rebechet dezhañ. Perak ? Peogwir emañ o chom e Frañs, etre La Roche-sur-Yon ha Naoned abaoe 25 bloaz ha labourat a ra e Bro-C’hall. Ha toullbac’het e vo e Bro-C’hall ivez ma’z eo kondaonet ! Ni eo a baeo evit ober war e dro.
O pediñ Allah er prizon dija abaoe ar 4 a viz gouere pa oa bet serret, chom a raio Abdelatif en disheol da c’hortoz e brosez.
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine