E Sant-Nazer ez eus ur bern fraostoù industriel un tamm e pep korn eus ar gêr. Unan a oa abaoe degadoù etre ar straed Herni-Gautier hag ar Boulouard Paul-Leferme da skouer. E-lec’h distruj ar savadur kozh evit sevel ur savadur nevez zo bet divizet gant ti-kêr Sant-Nazer plantañ 6000 gwezenn war an dachenn ! Ur c’hoad nevez e kreiz Sant-Nazer !
Evel just n’eo ket abalamour d’an ekologiezh hepken zo bet graet seurt dibab : polluet eo an douar ! Metalioù, hidrokarbidennoù hag all. Evit sevel ur savadur nevez en defe gellet an ti-kêr disaoutrañ an douar, ar pezh en dije koustet gwall ger da yalc’h Sant-Nazer. 6000 gwezenn eus 14 seurt disheñvel a vo plantet neuze gant bugale CP eus skol Waldeck-Rousseau. Evit boazañ anezho da blantañ gwez hervez ar maer David Samzun.
Gant ma chomo ar goadeg nevez-mañ ul lec’h plijus ha n’eo ket ur « junglenn evit ar pennoù drammet » un deiz bennak ! Kar setu penaos emañ an traoù e karterioù zo eus Sant-Nazer bremañ !
Illustrations : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Sant-Nazer : 6000 gwezenn plantet war ur fraost industriel kozh”
Votre illustration ne reflète pas à quoi ça ressemblera c’est à dire un banal parc …