Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Sant-Andrev-an-Doureier (44) : ar maer en deus savet klemm « evit bezañ bet gourdrouzet gant termajied »

Bep hañv e teu meuriadoù ha meuriadoù termajied d’en em staliañ e bro Naoned, tro Sant-Nazer dreist-holl, a bep bloaz zo aferioù a seurt-se : maer Sant-Andrev-an-Doureier en deus savet klemm evit bezañ bet gourdrouzet gant beajourien hag o deus en em staliet war stad mell-droad ar gumun d’an 11 ha 12 a viz gouere.

D’an 11 a viz gouere e voe souezhet tud Sant-Andrev o welet un daou-ugent bennak a garavanennoù oc’h en em staliañ war ar stad mell-droad. Diouzhtu e erruas ar maer evit lavar dezho n’eo ket reizh ober se hag e vo savet klemm gant ar gumun. Kinniget zo bet dezho en em staliañ war lec’h Erbigneg, ar pezh a nac’has an dermajied. Perak ? Peogwir zo fachiri etre meuriadoù zo a-wechoù ha n’int ket evit kenvevañ war ul leur-degemer bennak. Ouzhpenn-se gant ar glav a zo kouezhet stank war Breizh abaoe sizhunvezhioù e vez leun a zour leurioù-degemer zo. Met kelaouet eo bet ar meuriadoù termajied a-raok e kemerfent penn an hent. Gouzout a ouarent mat ne oa ket ar c’humunioù evit degemer anezho ar bloaz-mañ !

D’an 11, pep hini a zifennas e grampouezhenn ha buan e treñkas ar soubenn etre ar maer hag an dermajied. Betek ma vefe graet ar gourdrouz dezhañ eus poanioù an ifern gant reoù zo.

Ha ne sioulas ket an traoù goude-se rak antronoz e tegouezhas un ugent bennak a garavanennoù war parkva an « Espace du Marais’, ur sal degemer !

Dipitet eo ar maer rak n’eo ket bet kaset bagadoù archerien evel er Baol un nebeut deizioù a-raok. Perak ? Peogwir n’eo ket Sant-Andrev leun a barizianed ha tudoù uhel er mare-mañ ? Tud ha ne fell ket dezho bezañ direnket gant al « lieseurted » ?

Illustrations  : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, NANTES

Ar Menez (44) : 61 Rrom e-kichen an dachenn vell-droad, petra ober gante ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Bouez (44) : un Termaji kondaonet evit bezañ gourdrouzet ar maer

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Ensauvagement, Justice, Société

Hezin-ar-Mengleuzioù (44) : ar maer kunujennet, un termaji kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Andrev-an-Doureier (44) : ur burev-butun laeret, un Aljerian kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Pêr-Raez (Bro-Raez) : 200 karavanenn a dermajied war dachenn ar gouel « Fête’ival » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Paimpol, Société, ST-BRIEUC

Plourc’han (Bro Oueloù) : 100 karavanenn war an dachenn vell-droad !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Société

Gwenrann : 150 karavanenn er C’hongor !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Pornic, Rugby, Sport

Pornizh (Bro-Raez) : termajied war an dachenn rugby !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Brewen (Bro-Raez) : 200 karavanenn war ar stad !

Découvrir l'article

Ancenis, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Ankiniz : 150 karavanenn war parkva ar Charbonnières

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky