120 tagadenn gant ur gountell a zo bemdez e Bro-Frañs. Ha n’emañ ket ‘barzh ar re en em c’hloaz o-unan o tibluskañ patatez, evel a lavar reoù zo !
E Tregastell, d’an 30 a viz even, e voe gloazet un den gant un taol gountell. Tro 2e30 noz e klevas ur vaouez ur c’hi o harzal, digeriñ a reas he frenestr met ne glevas ket nemet tud o tivizout er straed.
Ha padal, un nebeut war-lerc’h e oa ar bomperien er memes lec’h oc’h ober war-dro un den kountellet. Gwad e oa e pep lec’h ! E-barzh ranndi ar paotr e oa un den all o chom, aterset eo bet gant an archerien.
Gwasoc’h-gwashañ an aergelc’h e Breizh, ne gav ket deoc’h ?
Illustrations : DR
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine