Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Gwenrann : ar c’hlasker-bara yaouank kondaonet a gunuj e varner

21 bloaz eo ar paourkaezh den yaouank-mañ. Met kredapl ne’z aio ket betek e 30 vloaz. Drammet eo, laer, feuls, kondaonet meur a wech dija. Pa voe embannet ar c’hastiz ar wech-mañ c’hoazh e huchas war ar barner, e kunujas anezhañ. « Elles sortent d’où vos peines, là ? » evel ma vefe er straed, en e ved dezhañ.

D’ar 24 a viz even e oa barnet evit meur a dra. E Gwenrann d’an 21 ha 22 a viz even e laeras ur marc’h-houarn, goude e voe gwelet o pourmen er straedoù gant un hir a gountell. Pa voe serret e oa dindan dramm ha kannab gantañ. Hag evel just e kunujennas an archerien deuet da serriñ anezhañ.

Hervezañ, an deiz-mañ « n’en doa ket kemeret e louzoù » rak brall-divrall e vez e benn.

Met dirak ar barner e fell dezhañ bezañ ur « reuzied ». Goulenn a ra e vefe paeet al leti dezhañ memes.

A-benn ar fin eo bet kondaonet da c’hwec’h mizvezh a doull-bac’h.

Illustrations  : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Ar gevredigezh kleizour « La Fraternité » e Sant-Nazer laeret evit an 8vet gwech abaoe miz gouere !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Andrev-an-Doureier (44) : ur burev-butun laeret, un Aljerian kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

E kreiz Sant-Nazer, ur gwaz a oa bet kontellet gant e eks-vignonez, homañ zo kondaonet

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Guérande, Local, Patrimoine

Gwenrann : kroez ar Miroù laeret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : toull-bac’het e miz eost evit bezañ kemeret perzh en ur afer grevus e c’houlenn bezañ leusket da vont

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : 14vet taol polis en Trebal abaoe miz gouere a-enep an dramm, un trafikour parizian serret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : « N’eo ket me, n’eo ket me, n’em eus graet netra », an Aljerian dindan OQTF kondaonet memestra

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Donez (44) : ar bomperien a zeu d’e sikour, dentañ ha kunujenniñ a ra anezho !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, NANTES, Patrimoine, ST-NAZAIRE

Naoned : ar Maillé-Brézé zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Environnement, Insolite, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : 6000 gwezenn plantet war ur fraost industriel kozh

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky