Ur « Gayton », da lavaret eo ur Gwenn-ha-du adlivet gant al livioù LGBT, a zo bet gwintaet war talbenn ti-kêr Roazhon. Da geñver ar « Pride », ar pardon LGBT, eo bet staliet ar banniel-mañ m’eo bet kemmet livioù an 9 bandenn a-blaen anezhañ. D’o flas zo bet lakaet bandennoù « kanevedenn« . Ha bannieloù all a zo da heul kar ur banniel ispisial a zo bet ijinet evit an holl lizherennoù eus ar merk « LGBTQI++++++++ ». Aze bez ez eus ur banniel « Transton » evit an « treuz » bremañ, ur banniel « Leston » evit al lesbianed ha pemp ha peva ha pemp ha pevar.
War ar rouedadoù sokial ez eus sach ha pilerezh a-zivout ar Gwenn-ha-du LGBTizaet-mañ !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
3 réponses à “Ar Gwenn-ha-du LGBTizaet ouzh ti-kêr Roazhon !”
Ur vezh eo !
Pa vo tomm al lost ha pouezet ar reor it betek ar C’hlifornia ru al Leoun n’eo ket pell euz Ti ar Radio.
Gwaso’h-gwasã e penn ar re a-gleiz. Betek pele’h ez int en o follentez !!?