E miz eost 2022 e oa bet taget ur plac’h yaouank eus Gwengamp tra ma oa o labourat evit an ti-kêr.
O netaat ar straed e oa boulouard Clémenceau evel bemdez pa tegouezhas ur c’hlasker bara. Ganet e Pointe-à-Pitre e oa ar paotr en e 50 vloaz. Ha diouzhtu e lavaras traoù lous dezhi. O chom en ul leti nepell eus ar boulouard e oa ha kinnig a reas dezhi paeañ anezhi evit c’hoari koukoug. « Ur gast » e berr komzoù ! Ar pezh n’eo ket ar paourkaezh plac’h evel just. Spontet, e skampas kuit a-raok mont a ra da sevel klemm.
D’ar 5 a viz eost 2022 e vo serret ar paotr gant ar boliserien. Mezv-dall (2,5gr memestra !). Leusket e vo da vont da c’hortoz e brosez met ne zuio ket da welet ar psikologour ha ne oa ket dirak ar barner kennebeut d’ar gwener 7 a viz even evit e brosez. Den ne oar pelec’h emañ bremañ…
Kondaonet eo bet d’ur bloavezh toull-bac’h gant goursez. Mui arc’hant da baeañ d’ar vaouez.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine