Pa erruas e Bro-C’hall, eus an Nijeria, un daouzek vloaz zo he doa bet kudennoù gant ar justis. Aferioù gistierezh ha kondaonet eo bet evit se… Ha, war a seblant, e oa hounezh muioc’h eget ur paourkaezh plac’hig lakaet da c’hounit he damm bara war an trotouer, aze ! N’eo ket sklaer-sklaer an afer. Kar ispisializaet eo ar mafia Nijerian er gistierezh, gant merc’hed o « labourat » un tamm e pep lec’h en Europa dindan « mamaoù » kriz ha didruez.
Met bremañ emañ Faith dindan OQTF. Dav eo dezhi kuitaat Breizh ha Bro-C’hall evit distreiñ d’he bro ! Al lezenn eo hag an is-prefed a zo sonn .
Met an Nijerianez-mañ hag a zo o chom e Dol ne fell ket dezhi distreiñ d’he bro. Ma vez skarzhet e kav gwelloc’h « en em lazhañ » (poz dezhi). Ha soutenet eo gant « kevredigezhioù » evel just. War a seblant eo ur « gwir » evit ar bed a-bezh da chom e Bro-Frañs, ur vro « ouenelour » koulskoude evel ma ouarit. Kar labourat a ra gant ar re gozh hag ouzhpenn-se he deus bet ur mab, ur mab ganet e Bro-C’hall.
D’ar merc’her 12 a viz even e vo ur vanifestadeg evit o souten e Dol.
Met perak ez eus tud ken kredus ?
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine