Betek miz meurzh 2025 n’en deus ket droad dont da Liger-Atlantel sañset. Ha koulskoude d’ar 5 a viz mae e oa o rodal e karter La Trebale e Sant-Nazer. Serret eo bet peogwir ne oa ket staget e c’houriz surentez ! Nag un dichañs ! 23 bloaz eo ar mahoran yaouank-mañ. E miz meurzh 2022 e oa bet kondaonet ha lakaet war roll ar re n’o deus ket droad dont da Liger-Atlantel gant ar justis. Perak ? Peogwir e voe kondaonet evit trafikañ dramm. Met ne vern ! La Trebale a zo anavezet evit an trafikañ dramm, e « labour » neuze. Met hervez ar Mahoran e oa aze evit « kemer e baseporzh ha paperioù dezhañ ». Netra da wel gant « an aferioù »…
E baseporzh ? Evit distreiñ d’e vro marteze ? Ma vefe gwir…
Da c’hortoz eo bet kondaonet da 6 mizvezh toull-bac’h gant lez-varn Sant-Nazer. Ha kaset kerkent d’ar bidouf !
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine