Bannieloù SUD hag ar CGT a-enep an « disurentez » evit souten gwazourien an ti-kêr o labourat er « c’harterioù poblek » a oa iset dirak ti Roazhon Metropole er Zup Sud dimeurzh tremenet. Petra c’hoarvezh kamaladed ? N’eus ket mui anv a « vrizh aon », bremañ ez eus eus ur gwir disurentez evit al labourerien ?
Dimeurzh e oa tolpet un hanter-kant bennak a sindikadourien dirak ti Roazhon Métropole evit reklem e vefe graet un dra bennak evit o gwareziñ. Un nebeut sizhunioù a-raok, d’ar 26 a viz ebrel, e oa bet un harz-labour en « depot » dija. Trouz a zo e-touez labourerien Roazhon Metropole, trouz peogwir n’hallont ket mui labourat evel jardrinour, pe skuber e karterioù zo. Evit poent e oa karterioù difennet d’ar polis, bremañ eo karterioù difennet d’an implijidi kêr.
Ha gant piv, gant peseurt tud, e vez taget ar wazourien e Italie ? Er Blosne ? Er Zup Sud ? Cleunay ? Maurepas ? Villejean ? Lârit din ! Pa vez tamallet ar wazourien da vezañ « fliked » gant an dagerien !
War un dro e reklem ar CGT ha SUD e vefe gwarezet al labourerien met reklem a reont ivez ne vefe harz ebet d’an enbroadeg. Dav eo choaz bremañ kamaladed !
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine