Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Roazhon : ur c’hamping zovaj e Beaulieu “evit ar Palestin”

Kabidant ! Gallout a raio ar gaochisted fouzañ, lonkañ ha butuniñ butun droll forzh pegement war zigarez “difenn ar Palestin” : Ur c’hamping dispac’hel a zo bet staliet dilun paseet war kampus Beaulieu e Roazhon gant an FSE (Kevread Sindikel ar Studierien). Evit stourm ouzh Tsahal e skriv ar studierien kemenadennoù war al leur. Pebezh kouraj !

Un dek bennak a grennarded kozh o deus savet teltennoù. Goulenn a reont e vefe torret an emglev etre Thales ha Skol-Veur Roazhon. D’al lun mintin eo deuet ur c’harrad a boliserien, evit gwiriekaat ha n’en em c’hloazent ket o-unan o plantañ ar piketoù moarvat, ar pezh a nec’has ar studierien. Ha koulskoude e chomjont pell eus ar sirk. Mont a rejont kuit buan.

Gant ma ne vo ket taget ar c’hamping gant “chañsoù evit Breizh” o rodal a-wechoù er c’harter-mañ…

Crédit photo : kopienn skramm twitter

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : un antifa kondaonet evit bezañ skoet gant poliserien

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : dor an ti-kêr mazaouet, ur c’harr-tan taget “Justis evit Nael”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique, Société

Hag estreget gaochisted a zo ‘b’an Emsav ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, MORLAIX, Politique

Manifestadeg eus Montroulez evit al lojeiz : tri o tañsal ha pevar o son’

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, LANNION, Local, Société

Lannuon : Termajied eo ar re o deus taget Refik, patron ar Breizh Kebab !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky