Ur vaouez a zo bet lazhet d’an 3 a viz mae e Saint-Jean-de-Luz. Diskred bras a zo war he mignon. Siwazh n’eo ket ur ral seurt muntr etre priedoù. Met hemañ a zo disheñvel diouzh ar re all abalamour da grizder ar grizañ m’eo bet. Hervez prokulor ar Republik zo bet skoet gant ar vaouez gant ur morzhol. Hag hi noaz war al leur, staget penn kil-ha-troad. Betek an doubl en defe strinket ar gwad. N’he doa tamm chañs ebet.
N’eo ket ar wech kentañ e oa bet skoet ar paourkaezh vaouez a soñj an ensellerien. E miz genver e oa erruet en ur c’homiserdi o lavarout e oa bet « taget gant un den ne anavezen ket ha skoet gant ur vouc’hal ». Un nebeud sizhunioù zo, en ul leti eus Ciboure e Bro-Euskadi, e oa bet taolet dre ar prenestr. Hervezi he doa klasket « en em lazhañ ». Bremañ emañ an ensellerien etre daou diwar-benn an istorioù-mañ.
He mignon a zo bet ganet en Aljeria met gall eo a vroadelezh. Er c’homiserdi, goude bezañ bet serret, e c’hoarzhe, evel ma ne vefe ket c’hoarvezet netra. Hervezañ e oa ur « c’hoari seks hag en defe troet da fall ».
19 menneg a zo war e roll lez-varn memestra. Abaoe 2013 e oant asambles. En Alemagn e oa bet ganet ar vaouez met gall a vroadelezh e oa ivez.
Emañ ar mignon en toull-bac’h da c’hortoz e brosez.
Hag e vo klevet ar c’hevredigezhioù gwregelour o huchal ? N’eo ket sur abalamour da brofil an den diskred warnañ…
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Bro-Euskadi spontet goude ur muntr eus ar grisañ”
Qui sont ces femmes qui se laissent faire? Des gueuses…! Je suis né au milieu de vieilles tantes droites sur leurs quilles, j’ai eu des tantes debout! J’ai des filles dignes d’Aliénor d’Aquitaine! Je n’ai que mépris pour ces raclures qui se laissent faire! En revanche je leur prêterais aide et assistance car c’est l’usage ancien et accepté!