E « Val Couesnon » (Traoñ-Kouenon, ur gumun nevez, savet diwar gendeuziñ Entraven, Ar Fantanig, Sant-Owen Reoger ka Kreneg) ez eus daou strollad c’hoariva a-vicher : Les Echappés du Bal ha Les 3 Valoches. En un ti boutin o deus en em staliet abaoe 2013. Hogen, « gweladennet » eo bet an ti-mañ d’an 30 a viz ebrel. Dafar son ha gouloù, dilhad, gwiskamantoù a zo aet gant al laeron. En holl e vefe bet laeret kement ha 15 000€. Un toull spontus evit strolladoù bihan evel-se. Abaoe 13 vloaz emaint er vro-se, e reter Breizh. A-raok Traoñ-Kouenon e oant e Bazouj/Bazeleg-ar-Veineg.
Ur gerig a zo bet skrivet war o fajennoù Facebook gant an daou strollad evit goulenn sikour.
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine