Tout an dud a anav an toull-noz ar Chamade e Brest. D’an 31 a viz meurzh d’an noz ez eus trouz dirak an añtre. Un den a zo o klask laou ouzh ar skarzherien. Gazet eo a-benn ar fin ha distreiñ d’ar ger.
Met dindan boeson emañ. Emañ o ribotañ e benn e unan en e ranndi. Ai ta ! Dont a ra en-dro d’ar Chamade tro 8e30 mintin. Skein a ra ouzh an nor. Gantañ ur gountell. 32 cm memestra ! Fellout a ra dezhañ ober o stal d’ar skarzherien. Aze emaint. Gant tu-adreñv ar gountell e sko gant ur skarzher. Gloazet dirak e genseurted. Ha kuit ! Leuskel a ra an torfedour ar gountell war al leur.
A-benn ar fin e vo serret gant ar boliserien. 6 menneg a zo war e roll lez-varn hag anavezet mat eo gant ar re c’hlas. Dindan c’hoursez e oa c’hoazh.
Kondaonet e vo gant lez-varn Brest da 5 mizvezh toull-bac’h mui an 3 mizvezh goursez a oa war e chouk : 8 mizvezh en holl. Gallout a raio chom er ger dindan dro-vrec’h elektronek. « Dav eo kompren… »
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine