Mizerapl ! Laeret eo bet boutik an trenioù bihan e ti-gar kozh Pondi etre ar 25 hag ar 26 a viz imbril. Digrogrennet eo bet an nor gant daou forban ha graet ur razzia gete. Anavazet mat eo ar boutik-mañ get razh an dud sot get an trenioù bihan. Laeret eo bet ar re gaerañ hag ar re vravañ get ar laeron fallakr. Goût mat a ouient ar pezh e oent daet da gemer ! Tud ispisialisted e oent ? Laeron kaset get ur filierenn bennak ? Ne ouia mann an archerion aveit poent.
Da c’hortoz e choma digor ar boutik kar ne faotañ ket da Ronan Brocard hag e c’hoar digourachiñ. Ar boutik trenioù bihan nemeti staliet en un ti-gar kozh eo àlkent !
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine