An den a zo eus La Courneuve, er 93.
Dija…
Kavet en deus un dousig e Breizh, e Kemper. Deuet eo ur mizvezh e Kerne da welet ar bichonez. Met ne blij ket ar paotr-mañ da vignonez an dousig.
E Kemper emañ paotr an 9-3 o chom en un AirBnb. Un deiz e teu an dousig gant he mignonez. Ne lavar netra ar paotr. Ha diouzhtu, dao ! Ur flastradenn d’e zousig ! Huchal a ra ar vignonez ? Skeiñ a ra ganti ! Torret ar fri, torret tri dant, bloñsoù e pep lec’h, a-benn ar fin he do ar « vignonez vat » 15 devezh ITT.
D’an 23 a viz ebrel e oa an den dirak lez-varn Kemper. 12 mizvezh toull-bac’h en deus bet, en o zouez 6 mizvezh gant goursez. Hag arabat dont da bPenn-ar-Bed e-pad tri bloaz !
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
2 réponses à “Un den eus La Courneuve a sko gant e zousig eus Kemper”
« Tri dant » ha n’eo ket « tri dent ».
Mat tre eveljust.