Sant-Malou : Daghestaniz a laere dilhad er stalioù, kondaonet int bet

Paourkaezh ! Rediet int bet da skampañ kuit eus Bro-Zaghestan rak ne felle ket d’an tad ober e goñje en arme ! Neuze, paeet o deus un treizher ha setu tout ar familh erruet e Breizh !

Hag evit trugarekaat ar vretoned da vezañ degemeret anezho e laeront er stalioù. D’an 12 a viz meurzh eo bet gwelet an tad, ar vamm hag ar vamm-gozh war parkva ar greizenn kenwerzhel « Le Cézembre » e Sant-Malou. Amañ e oant abaoe deizioù dija, o kantreal hag o furchal. hag o laerañ ! Pa vo serret ar vandennad gant ar boliserien e vo kavet en o c’harr-tan sac’hadoù a dilhad laeret e tri stal eus ar greizenn.

« Laeret hon eus dilhad evit gwiskañ hon daou vugel » emezo. Che ! 30 bragoù, 11 chupenn, 50 ticheurt, 8 sae, kreskiñ a ra buan ar vugale en Daghestan ! Hag ar paourkaezh mamm-gozh a zo e Bro-C’hall abaoe 13 vloaz. C’hwec’h gwech eo bet kondaonet dija evit… bezañ laeret ! Evit he bugale vihan moarvat…

A-benn ar fin eo bet kondaonet tout an dud d’an 2 a viz ebrel gant lez-varn Sant-Malou. Pevar mizvezh gant goursez evit ar c’houplad, mod-se e c’hellint kenderc’hel da laerañ trankilik. Ha pevar mizvezh evit gwir evit ar vamm-gozh. Ha mont a raio en toull-bac’h ? N’eo ket sur tamm ebet…

Den ebet n’en deus bet un OQTF bennak… Setu chañsoù, « pepitoù » evit Breizh, petra ‘ri ?

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malo : ar muzulman a gase fotoioù eus e fulup d’ur minor

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malo : Daou zen yaouank kontellet gant Jeorjianed, unan anezho war dec’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Santé, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : klañvdiourien taget e ti ar re sot

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : o vont kuit gant ar c’hef e oa, ur « Marseilhad » serret !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : un Tunizian dindan OQTF a glask laerañ ur babig en ospital goude bezañ skoet gant ar vamm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malou : Ur c’hlasad Ulis hep kelenner e-pad mizioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malou : daou lojamant feurmet dre vBooking gwastet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-MALO

Hag ur gwall-daol a zo bet diarbennet e Sant-Malou ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-MALO

Un Albanad tamallet da vezañ e penn an trafikañ dramm e Bro Sant-Malou

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sociétal, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : Ur « verenn-enderv an emvrudoù » aozet gant ar Planning Familial

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky