Penaos e vo barnet an abertzale a-vremañ gant o heulierien pa vo achu gant giz an gaochism a grign ar bed broadelour e Bro-Euskadi ? Fier eo aozerien ar C’horrika -ar Redadeg evit an euskareg- da embann o deus profitet 36 repuad d’an engroeziad a dud evit tremen an harz etre Irun hag Hendaye d’ar 14 a viz meurzh.
Ha postet zo bet ur video war Youtube evit sammañ atebegezh an taol ouzhpenn-se. Gant ar vezh !
Ur prezegenn a zo bet dalc’het d’ar 26 a viz meurzh e Irun gant ur strollegezh a gevredigezhioù hag a strolladoù politikel ma kaver ennañ kej-mej broadelourien euskarad ha jakobined c’hall evel ar France Insoumise : Artea sarea, Attac, LAB, Basoa, Berdeak, Bizi!, Bidasoa Etorkinekin, Europe Ecologie-Les Verts, EH Bai, Ehun, Etorkinekin-Diakite, FSU, Gauche Ecosocialiste, Harrera Sarea, Ongi Etorri Errefuxiatuak, France Insoumise, Karabana EH, Solidaires, Steilas, Xuti Gazte
Truezus !
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Euskadi : repuidi o deus profitet eus ar C’horrika evit tremen an harz etre ar Su hag an Norzh”
Fuera ! Er-maez !!!