Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Sant-Nazer : an trafikour dramm a dap krog e kelloù ar poliser

D’an 11 a viz meurzh e voe serret un den en e 22 vloaz o werzhañ dramm e karter an Trebal. Ur “poent deal” anavezet mat a zo e-kichen ar skwar Marsel Pagnol, daou boliser a oa o kantreal tro-dro pa weljont un den o werzhañ dramm meur a wech ha neuze o kleuziñ an douar evit kemer sac’hadoù dramm kuzhet mat.

Pa tegouezhas ar boliserien e skoas an trafikour gant unan anezho. Ha kouezhet an daou. E-keit ma oant oc’h en em ganañ war al leur e tapas krog an dealer e kelloù ar poliser a-raok reiñ taolioù er flankoù.

Hag evel just e huchas par ma c’hellas evit ma teufe reoù yaouank eus ar c’harter da sikour gantañ dre dagañ ar boliserien. A-benn ar fin e teuas a-benn ar c’hargidi va vestroniañ anezhañ ha da gas anezhañ dirak ar barner d’an 13 a viz meurzh. Met start e oa bet ar jeu !

Dirak an aotrou barner e nac’has an den bezañ un trafikour. “Ur penn dramm ne lavaran ket”. Ha tamal a reas ar poliser da vezañ lakaet e benn-glin war e gorzhailhenn. “N’hallen ket mui analiñ” hervezañ. Evel Georges Floyd ?

Ur Georges Floyd eus rannvro Paris eo rak n’eo ket ar paotr-mañ eus Sant-Nazer. Dont a ra e Sant-Nazer ingal da werzhañ e boezon.

A-benn ar fin n’en do ket droad dont en-dro da Liger-Atlantel e-pad 5 bloaz ha kousk a raio en toull-bac’h an daou vloaz a zeu.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Brest : 29 vloaz, 23 meneg war e roll lez-varn, “cheñchet ‘m eus”, met…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : “N’eo ket me, n’eo ket me, n’em eus graet netra”, an Aljerian dindan OQTF kondaonet memestra

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sociétal, Société, VANNES

Gwened : ar vaouez oe un trafikourez dramm !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Brest : un paotr eus “Ponta” kondaonet ha.. lesket da vont !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Donez (44) : ar bomperien a zeu d’e sikour, dentañ ha kunujenniñ a ra anezho !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, NANTES, Patrimoine, ST-NAZAIRE

Naoned : ar Maillé-Brézé zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Naoned/Brest : leusket en doa e vab e-unan e Naoned evit mont da werzhañ dramm e Brest !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Environnement, Insolite, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : 6000 gwezenn plantet war ur fraost industriel kozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : tri zrafikour louzoù dibaper kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

Alaer (56) : ar penn-dramm a grede komz doc’h trafikourion, archerion e oe !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky