« Euskara -? – 2040 » setu ar pezh a oa skrivet war an arched a zo bet degaset dirak ti-kêr Briscous d’an 9 a viz meurzh. Abaoe mizioù emañ treñk ar soubenn etre tud an Ikastola hag an ti-kêr : gant ar maer ne vo ket kendalc’het feurm ar skol. Pelec’h ez aio ar skolidi neuze ? Fuloret eo emsaverien an euskareg.
Kondaonet eo bet an taol gant ar prefed hag uhelidi ar vro met, war un dro, n’eus ket bet kavet un diskoulm evit ma vefe kendalc’het gant ar vugale da zeskiñ yezh Bro-Euskadi, yezh o hendadoù.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine