D’an 22 a viz c’hwevrer zo bet kondaonet daou zen gant lez-varn Naoned goude un heuliadenn a dorfedoù e Bro-Raez ken kriz an eil hag egile, mod « road movie ». Da gentañ holl e laerjont ur porsche cayenne mui arc’hant, ur gartenn c’hlas, ur chekennaoueg en ur c’harrdi eus Naoned. Hag int en o 20 vloaz nemetken ! 20 vloaz evit unan, 24 vloaz evit egile. Met hemañ eo an hini dañjerusañ. Un dek bennak a venneg en deus war e roll lez-varn dija, ul louarn kozh eo er strailh…
Goude-se e laerjont ur c’harr-tan d’ar gevredigezh « Acccompagnement soins et santé ». Adkavet eo bet da c’houde gant ar boliserien, e Naoned, pulluc’het !
Goude-se setu int da Gorsez, e norzh Bro-Raez. Eno e lakjont ur bistolenn war penn ur minor rak eñ e oa berr e ganab. C’hoant o doa prenañ 5 baretenn shit digantañ hogen ne oa ket nemet unan. Fulor ! Skrapet eo bet ar minor, skoet ha leusket da vont goude bezañ roet d’e vourevion ar c’hanab, e bellgomzer, e blakennoù marilh hag e baperioù. Torfedoù all a zo bet graet gant an hini yaouankañ e Frozieg ha Sant-Brewenn : taolioù c’hwipañ, laeroñsioù, trafikañ dramm, skrapadennoù… en holl ur pemzek bennak !
Eüruzamant e teuas a-benn ar boliserien da lakaat an dorn warno a-raok ez afe pelloc’h an traoù.
Dirak al lez-varn ne oant ket fier. An hini yaouankañ a seblant bezañ skañv a spered. Bet eo bet en ospital psi dija, heuliet en deus e gomper. Gwasoc’h zo : Komprenet eo bet gant perc’hennerien ar c’harrdi eo bet sikouret an daou lampon gant… o mab dezho evit laerañ ar Porsche Cayenne. Start an traoù evito.
A-benn ar fin eo bet kondaonet an daou dorfedour da bevar bloavezh en toull-bac’h evit an hini koshañ ha d’ur bloavezh mui tri gant goursez evit an hini yaouankañ.
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine