Naoned : 70 kartenn-anv ha seizh aotre-bleniañ kavet e ranndi un e-c’hwiblaer

Fin evel ul louarn ! Ur c’hwiblaer en e dregont vloaz eus Sèvremoine en Anjou en doa laeret arc’hant dre an e-koñvers da gantadoù a dud pe embregerezhioù etre 2014 ha 2019. D’an 21 a viz c’hwevrer e oa dirak ar barner e Naoned.

E 2019 e oa bet serret gant an archerien o vleniañ e garr-tan, ur Mercedes Klas C mar plij. Gantañ e oa pakadennoù filmet c’hoazh hag ur bistolenn alarm. Mont a reas an archerien betek e ranndi eus Naoned ha souezhet e oant bet o tizoloiñ pakadennoù a-vil vern. Ur gwir karrdi Amazon ! Ha dreist-holl e kavjont ar soudarded arc’hant, 70 kartenn-anv gant anvioù disheñvel met atav ar memes foto ha seizh aotre-bleniañ ken faos all. Un e-c’hwiblaer e oa ! En holl en doa laeret evit 95 000€ a zafar a bep seurt.

Gant ar c’hartennoù-anv faos e oa deuet a-benn da feurmet ar ranndi e karter ar Bottière met ne baee ket ar feurm d’ar perc’henner. Daou gomper e oa o reiñ an dorn dezhañ e-barzh e embregerezhig, unan anezho anavezet mat gant ar justis evit bezañ bet kondaonet evit aferioù trafikañ dramm dija.

Ne oa ket ar paotr ar Mercedes un aelig ar baradoz kennebeut : c’hwec’h gwech e oa bet kondaonet dija ha forzh penaos en deus un emgav all e lez-varn La Roche-sur-Yon evit un afer all.

E Naoned atav eo bet kondaonet da zaou vloavezh toull-bac’h mui unan gant goursez. Sammadoù arc’hant spontus en deus da restaolañ ivez, en o zouez 50 000€ da C-Discount !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Laer ha drouklazher : ur Brezilian « spontet gant an disurentez e Naoned » kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : taget zo bet ur radar all !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, FOUGERES, Histoire, Local, Patrimoine, Religion, Société

Saint-Germain-en-Coglès (35) : ur c’halvar livachet !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Funoù e kouevr laeret : ur barrad ‘ba Morbihan !

Découvrir l'article

E brezhoneg

« Brezhoneg Gallo Kaoz », ur strollad kuzh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky