Tiez ha stalioù a vez laeret abaoe mizioù e Felger (mui ar c’hirri-tan ma vez lakaet tan e-barzh !). Fuloret eo ar c’hoñversanted gant se ha n’eo ket gant an afer nevez-mañ e vo sioulaet an traoù : en ur preti eus kreiz-kêr, d’ar gwener 23 a viz c’hwevrer, e tegouezhas daou zen. Pouez-mouez broioù ar reter ganto. Pellgomzet o doa evit ober friko. A-boan m’en doa ar mevel troet e gein m’o doa tapet krog er pod-espern ha skampet kuit. E-barzh ar pod e oa tout an arc’hant-butun espernet gant an implijidi.
Antronoz e klaskjont ober ar memes tra en un davarn met remerket int bet gant ar patron.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine