Gwin a vez gounezet e Breizh. Gwin gwenn evel just e Bro Gwiniegi met bremañ e vez gounezet gwin ruz ivez, er Morbihan pe Il-ha-Gwilun, gant artizaned menet gant ar vicher.
D’ar 17 a viz c’hwevrer e vo aozet e Sant-Nazer kentañ saloñs gwin Breizh. Berligou, Muskadet, Gros Plant, Grolleau Griz ha Pinot du a c’hello bezañ tañvaet gant paotred ha merc’hed troet war ar gwin mat. Aze e vo digarezioù da chopinat gant mignoned dindan ar Gwenn-ha-du !
Gant Breizh Adunvanet, Skol-Uhel ar Vro, Vigibreizh ha kevredigezh Gwiniennerien-Artizaned Breizh e vo aozet ar saloñs-mañ.
Sal gwenan 44. Etre 10e mintin hag 8e noz. Traoù da zebriñ e-barzh. Abadennoù a bep seurt : deuet niverus !
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine