Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Mouster-al-Loc’h/Montouer (44) : un artizan taget, daou ganfard kondaonet

Arabat kontañ e vuhez pa vez prenet ur c’harr-tan rañkontr !

Miz gouere 2023 : Un artizan eus Mouster a brenas ur c’harr-tan, ur Mustang, digant un den. 15 000€ paeet dak. Hag eñ da lavar d’ar paotr en deus gounezet an arc’hant-mañ gant al « labour du ».

Setu sachet evezh ar gwerzher anat.

Un nebeut devezhioù war-lerc’h, gant an deiz o c’houlaouiñ, emañ an artizan o kemer penn an hent da vont da labourat. E Mouster, daou zen e-barzh ur c’harr-tan a stank samorell an artizan. Mouchet int. Lakaat a reont ur bistolenn war e benn ha bountañ a reont anezhañ en o c’harr-tan. C’hoant o deus « komz gantañ ». Un tamm pelloc’h e vo laeret 500€ digantañ ha gourdrouz da heul. « Mut war se, mod all…. »

Ne felle ket d’an artizan sevel klemm ken aon en doa met un den a welas pep tra hag e pellgomzas diouzhtu d’an archerien.

Aterset ganto e kontas an artizan tout an istor. Pa voe serret an daou ganfard e komprenas an archerien e oa pratikoù anavezet mat ganto ha gant ar justis. Daou zen eus Sant-Nazer eo, kondaonet meur a wech, dreist-holl unan anezho. Gwelout a reer o c’harr-tan war ur video evezh, ne oa ket o fellgomzerioù war enaou pa voe laeret an artizan, a-benn ar fin e vo kondaonet an daou abostol gant lez-varn Sant-Nazer d’ar c’hentañ a viz c’hwevrer da 3 ha 2 vloavezh toullbac’h. Savet o deus klemm.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : kirri-tan pulluc’het, tud er ranndi, fuzuilhadeg er straedoù…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Ar maer David Samzun a adlavar e souten SOS Méditerranée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Naoned ha Sant-Nazer : ar boliserien a-enep an trafikañ dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Ar gevredigezh kleizour « La Fraternité » e Sant-Nazer laeret evit an 8vet gwech abaoe miz gouere !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Andrev-an-Doureier (44) : ur burev-butun laeret, un Aljerian kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

E kreiz Sant-Nazer, ur gwaz a oa bet kontellet gant e eks-vignonez, homañ zo kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : toull-bac’het e miz eost evit bezañ kemeret perzh en ur afer grevus e c’houlenn bezañ leusket da vont

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : 14vet taol polis en Trebal abaoe miz gouere a-enep an dramm, un trafikour parizian serret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : « N’eo ket me, n’eo ket me, n’em eus graet netra », an Aljerian dindan OQTF kondaonet memestra

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Donez (44) : ar bomperien a zeu d’e sikour, dentañ ha kunujenniñ a ra anezho !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky