O reiñ traktoù e oa war marc’had Gwaled/Valette, kêrbenn Bro Gwiniegi Naoned, ha taget eo bet gant un enneber : un emsaver LFI en deus savet klemm goude bezañ bet skoet gantañ d’an 29 a viz genver. Dent a zo bet torret dezhañ, gloazet e zremm. Biskenn eo !
Peseurt traktoù a veze roet gantañ ? Traktoù evit Gaza an hini eo. Abalamour da se eo bet taget marteze. Abaoe tarzh ar brezel nevez etre Israël hag an Hamas n’eo ket bet sklaer-sklaer LFI : ha souten a ra an Hamas, an islamisted pe get ? Rak souten ar Balestinianed o vevañ dindan ar bombezennoù zo un dra, souten gwall-sponterien an Hamas zo un dra all.
Met estreget an Hamas hag ar Palestin a zo e-barzh sac’h d’an diaoul : e Bro-Frañs, piv eo « pratikoù » LFI ? Strollad piv eo deuet da vezañ ? Strollad ar vicherourien pe strollad poblañsoù all ? Amañ emañ an dalc’h.
E Gwaled/Valette, abaoe an dagadenn, e vez kaset kemenadennoù dizehan gant LFI evit « kondaoniñ an argad« . Normal ! Met n’eus ket anv enne a biv e oa an tagour. Peseurt doare den e oa ? Iskis evelkent ! Normalamant e vefe bet kavet ul liamm bennak gant « an tu-dehoù pellañ » hag « eurioù teñvalañ hon istor ». Hag aze, netra ! Petra ? Ne oa ket ur « faskour », un « nazi » ? N’en deus ket lavaret netra o skeiñ ouzh an emsaver LFI ? N’eus ket savet e vrec’h ? Ne oa ket gwisket chik ha cheuc’h evel ur c’hatolik tradi eus ar Gwiniegi ? Ne oa ket touzet e benn evel ar pennoù touzet az a da « dagañ Roazhon 2 ingal » (e-barzh fantasmoù ar gaochisted bepred).
Met gant piv zo bet taget un emsaver LFI war marc’had Gwaled/Valette d’an 29 a viz genver eta ?
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Gwaled/Valette (44) : un emsaver LFI taget war ar marc’had met gant piv ?”
Gwell ew trei Vallet eget Valette kerbenn enezenn vMalta anezhi me ‘gav din-me, neketa ?