Un ospital nevez a oa sañset bezañ savet e karter Bellevue e Redon. 107 milion € a oa war an daol, milieroù a euroioù a zo bet dispignet e studiadennoù dija. Diwar goll ! Rak divizet eo bet gant ar stad ha gant an ARS sevel un astenn eus an ospital kozh war ar parkva ! Ha diaes kavout ur plas evit parkañ an oto dija !
Hag evel just ne vo ket ken modern hag ar pezh a zo raktreset. Ur servij surjianerezh ha gwiliouderezh a oa sañset da vezañ digoret en ospital nevez. Hag e vo eus outo a-benn ar fin ?
D’ar 27 a viz genver o deus manifestet milieroù a dud e Redon evit ma vefe dalc’het ar raktres kentañ. Fuloret eo ar maer Pascal Duchêne hag an holl bolitikourion eus ar vro rak kavout a ra dezho int bet touellet gant ar stad gall ha gant an ARS. Komzoù flour, promesaoù kaer, a-benn ar fin eo un damm-ospital a vo savet evit tud Redon. Hep ma vefe renevezet da vat an hini kozh, ha brud fall gantañ dija er vro !
D’an 23 a viz meurzh zo bet deiziadet ur vanifestadeg all.
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
2 réponses à “Redon : milieroù a dud evit an ospital, ur vanifestadeg all e miz meurzh”
ur vanifestadeg nevez e miz meurzh > ur vanifestadeg all
ur servij surjianez > ur servij surjianerezh
sañset digoret e ospital nevez > sañset da vezañ digoret en ospital nevez
Trugarez evit an difaziadurioù !