Emgannadeg e Lannuon : studierien an IUT o deus dizoloet ar « bevañ asambles » !

Diraou tremenet ez eus bet un emgannadeg e kreiz-kêr Lannuon etre studierien an IUT ha « tud yaouank » deuet eus « an diavaez« . Daou studier a zo bet gloazet. Kerkent ha digwener beure zo bet aozet un emvod war ar c’hampus gant an IUT evit komz eus ar pezh a zo c’hoarvezet rak « chifoket » eo bet ar paourkaezh studierien. Ur seurt kellig psikologel a zo bet savet evit sikour ar re o doa ezhomm « komz », « ezteurel » memes.

N’eo ket kontañ bidennoù da lavarout eo kentoc’h « a-gleiz » kampus an IUT gant strolladoù politikel ha kevredigezhioù sosietal a bep seurt o kabaliñ noz-deiz. Gwasoc’h c’hoazh an traoù er skol kazetennerezh m’eo dibosubl bezañ a-zehou da Philippe Poutou !

Penaos ‘mañ kont gant ar bevañ asambles e kêr Lannuon kamaraded neuze ? Pennoù touzet gwenn o laseoù an hini eo o deus skoet gant o mignoned diriaou tremenet ? Hag an emgannadegoù all abaoe mizioù ? Petra eo profil an hailhoned a vez o klask laou ouzh ar studierien pe o skeiñ ganto ? O laerañ anezho ingal ? Zemmouristed ? Chouaned ?

Emañ studierien Lannuon o tizoloiñ ez eus ur frailh etre o ideologiezh hag ar wirionez war an dachenn. Diwar o c’houst. N’eo ket re ziwezhat evit cheñch penn d’ar vazh ha digeriñ an daoulagad !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, LANNION, Local, Sociétal, Société

Lannuon : manifestet o deus evit Jeorjianed hag un Tunizian dindan OQTF

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur plac’h taget en tren, ur Marokan kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, LANNION, Local

Ger brezhoneg ebet e ti-post nevez Lannuon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Trigneg (44) : daou familh a dermajied oc’h en em gannañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Insolite, LANNION, Local

Afer « tan b’ar blev » e Lannuon, goursez evit ar merer irakian

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local, Patrimoine

1978 : Tud yaouank eus Bro-Dreger az a da zeskiñ hor yezh gant ar re gozh (video)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Environnement, LANNION, Local

Lannuon (Bro Dreger) : labouradeg ar pladigoù-flod adlivet (adarre) gant an antifaioù !

Découvrir l'article

E brezhoneg, LANNION, Local, QUIMPER

Trummadoù : Lannuon ha Kemper e bec’h

Découvrir l'article

Ancenis, DOUARNENEZ, E brezhoneg, LANNION, Santé, ST-MALO

Ankiniz, Josilin, Lannuon, Sant-Maloù, Douarnenez : an ospitalioù war-nes tarzhañ ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, LANNION, Local, Société

Lannuon : Termajied eo ar re o deus taget Refik, patron ar Breizh Kebab !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky