Bep miz e Ehpad ar Genêts d’Or e c’hell ar re gozh kemer perzh en atalier e brezhoneg aozet gant an Ehpad ha ti ar vro Bro-Dreger-Goëlo. Dirak Mireille Arnouat hag a voe skolaerez e brezhoneg e Lannuon, e c’hell an annezidi kontañ o eñvorennoù pe diskutal e yezh ar vro, kanañ kanaouennoù ivez, … Bremañ e chom 5 pe 6 den en Ehpad hag a oar brezhoneg mat met « ne vo ket gwerzhet ar re all e brezhoneg » ‘giz vez lâret du-mañ !
E miz gwengolo 2023 e voe komañset an atalieroù-mañ hag un digarez eo ivez evit tud Ti ar Vro da zastum komzoù, troioù-lavar ha gerioù dianav e yezh Treger
Crédit photo : lec’hienn Kuzul ar Brezhoneg
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine