21 vloaz a vo e miz ebrel. E Sant-Nazer e oa o chom a-raok bezañ kaset d’ar prizon. Met n’eo ket genidik eus Breizh, eus ur vro kalz pelloc’h er su ne lavaran ket. En toull-bac’h m’emañ abaoe c’hwec’h miz evit un afer a drafikañ dramm, en deus kentelioù galleg. Klask a ra « en em dennañ » hervez e vreutaerez.
E miz kerzu 2021 e klaskas ober e stal d’un den atav. Ha setu perak e oa dirak al lez-varn e penn-kentañ ar bloaz nevez.
Chikan a oa etre e vreur-kaer hag un amezeg abaoe pell. Un deiz en em welout a reas an daou labous er bus. Ha loc’het ar biladeg evel just. Met ar breur-kaer n’en doa ket bet e walc’h. Se zo kaoz e klaskas stagañ gant un irienn : Goulenn a reas gant ur plac’h pellgomz d’e enebour evit lakaat un deiz d’en em welet. Met an deiz-se n’eo ket ar goantig a erruas met breur-kaer paotr ar bus. Deuet da zifenn « enor » e vignon. Ha skeiñ a reas gant ar paourkaezh amezeg war-bouez un objed bennak betek terriñ klopenn an den. Kaset d’an ospital e voe savetaet goude bezañ bet ur gwadliñvat empenn memestra !
Hag evel just zo bet filmet pep tra ha kaset ar video war internet gant an daou vreur-kaer.
Bremañ c’hoazh e chom ar reuzied trelatet gant ar pezh a zo c’hoarvezet dezhañ. Ken trelataet m’en deus kaset ur lizher d’al lez-varn evit tennañ e glemm. Aon en deus rak « lezenn ar « c’hartcher » »
Eus ar prizon m’emañ e lavar an den tamallet « en deus keuz » d’ar pezh a zo erruet. Yaouank e oa ha ne oa ket mui mestr warnañ. « Gaou ! » a lavar ar brukulorez. « Daeroù ki » traken. Hervez breutaerez ar paotr yaouank eo « diseziz a zeskadurezh » ar paourkaezh mignon hag ma lakaer « ar vignoned » hag « an drogach » war ar marc’had…
A-benn ar fin n’eo ket bet kendrec’het al lez-varn gant « keuz » ar chañs evit Breizh rak kondaonet eo bet da 30 mizvezh toull-bac’h, daouzek anezho gant goursez.
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine