D’an noz etre an 8 hag an 9 a viz genver zo bet laeret un dek stal bennak eus kreiz-kêr Dinan.
Plasenn ar C’hordeliers, straed ar Mittrie, straed an orolaj, al laeron a zo chomet er c’hreiz-kêr istorel ha bewech o deus implijet ar memes doare d’ober : torret eo bet ar potailh ha tre !
Er stalioù eo ar fontoù-kef a zo bet laeret dreist-holl ha n’eo ket ar pezh a vez gwerzhet en tiez-koñvers ez eo.
Peseurt bandenn a zo oc’h ober marc’had en hor bro digor d’ar seizh avel ar wech-mañ ? Bandenn o tont eus ar « reter » pe eus ar « su » ?
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine