Propaganda, propaganda ! Emañ ti-kêr Naoned o paouez bezañ lakaet ur votadeg war ar rouedadoù sokial evit kavout un anv d’ur skol nevez a vo savet e su Naoned. E-touez anv teir maouez e c’hell dibab ar votourien.
📢 Comment se nommera la nouvelle école de Nantes Sud ? C'est à vous de le décider !
Du 8 au 19 janvier 2024, vous pouvez participer au vote qui déterminera son nom parmi trois personnalités féminines : Ada Lovelace, Alice Milliat ou Delphine Seyrig. /1
— Ville de Nantes (@nantesfr) January 8, 2024
Met piv eo an teir maouez-mañ ? Harozezed wregelour an hini eo evel just : Delphine Seyrig a zo un aktourez hag ur sevenerez filmoù ha ne oa ket anavezet-tre. Met, gwell a se eviti, e oa un tik a wregelourez ivez ! Setu ur paseporzh a-zoare evit kaout ur straed pe ur skol gant hec’h anv e pep kumun eus Frañs, anat deoc’h ! Ada Lovelace a zo ivez un harozez wregelour evit bezañ skrivet programoù stlennek. Hag Alice Milliat a zo ken anavezet all er metoù gwregelour evit bezañ savet ur c’hevread ar c’hevredigezhioù sportel evit ar merc’hed.
Ar pezh zo iskis amañ : n’eus ket nemet merc’hed wenn ! Petra ra ar « c’hevredigezhioù » ?
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine