600 000€ roet gant ar Rannvro, 200 000€ gant Gwitreg Agglo hag echu eo gant ar stirad Deter war bed al labour douar goude ur bloavezh nemetken ! Start an traoù memestra e Bro Gwitreg goude m’eo bet embannet gant France Télévision ne vo ket a goulzad 2.
Filmet e lise kozh al labour douar eus Stredell, e-kichen Gwitreg, e oa sañset ar stirad diskouezh buhez re yaouank o chom war ar maez hag o teskiñ ar vicher a baizant.
A-benn ar fin n’eo ket bet skignet ar pennad war ar skinwell, war lec’hienn internet France Télévision ne lavaran ket. Dre sikour ar stirad-mañ e felle d’ar Rannvro ha da gêr Witreg diskouezh ar glad hag ar gweledvaioù breizhad eus ar vro-mañ met mont a reas France Télévision kreñv ganti ! 800 000€ mui an aveerezh evit ur stirad skignet war internet eo ker ha koustus memestra !
Gwelloc’h e vefe bet d’ar Rannvro ha da Witreg reiñ an arc’hant-mañ evit ar brezhoneg evelkent !
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine