Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Tolvez (Bro-Raez) : echu eo gant reneveziñ solenn Itron-Varia Freligne !

E Tolvez (Touvois e galleg) e su-pellañ Bro-Raez, e oa erruet poent reneveziñ solenn Itron-Varia Freligne, ur chapel eus 1185 (met adsavet goude dismantroù an Dispac’h bras e 1821). E 2017 e voe renevezet ar gwerennoù-vestr a-drugarez d’ar gevredigezh a ra war he zro endeo. Met ezhomm e oa mont pelloc’h ar wech-mañ rak sonet e oa bet ar c’hloc’h gant tisavour ar Fondation du Patrimoine.

Galvet eo bet tud ar vro gant ar gevredigezh « Mignoned Freligne » da reiñ un taol sikour ha respontet o deus un tregont bennak a dud, tud yaouank ha tud kozh ! Burinet eo bet ar pevar moger ha neuze razet ar solenn. Hag e-kerzh al labour zo bet kavet ur c’hustod dianav betek-henn !

A-benn ar fin e oa sañset ar chanter padout teir sizhunvezh hag e korf 4 devezh e oa echu al labour !

E-pad vakañsoù pask e vo graet war-dro an talbenn gant ar gevredigezh hag an nep a gar.

Da c’houde, tro miz mae, e vo aozet beilhadegoù bep sizhun evit dibuniñ ar chapeled d’ar Werc’hez rak bev eo c’hoazh ar spered kristen hag ar feiz el lodenn-mañ eus Breizh !

Crédit photo : lec’hienn sudretzatlantique-tourisme.com, pajenn Facebook Mignoned Freligne

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky